Abati Melk

Abati Melk

Abati Melk, Stift Melk en alamaneg, zo un abati beneadat enAostria hag unan eus brudetañ manatioù kristen ar bed. Emañ e-kichen kêr Melk, dreist ar stêr Danav en Aostria Izel.

Savet e voe an abati e 1089, pa roas Leopold III, Margrav Aostria unan eus e gestell da veneadiz eus Abati Lambach. Ur skol a voe savet eno en XIIvet kantved ha brudet-bras e teuas he levraoueg da vezañ, gant he dastumad dornskridoù eus ar Grennamzer.

Etre 1702 ha 1736 e voe savet ar savadur a weler bremañ. Kinklet eo iliz ha levraoueg an abati gant freskennoù kaer livet d’ar mare-se.

Dre ma oa brudet-bras abati Melk eo deuet a-benn da badout betek an deiz a hiziv hep gouzañv re diwar an trubuilhoù diwasket gant abatioù all en Aostria da vare Brezelioù Napoleon pe da vare an Anschluss (stagidigezh Aostria ouzh Alamagn da vare an Nazied).


© MMXXIII Rich X Search. We shall prevail. All rights reserved. Rich X Search